Lunch atop a Skyscraper ("Merenn e penn-uhelañ ur skraber-oabl") zo ur poltred brudet bet tennet gant Charles Clyde Ebbets e 1932 e-kerzh savidigezh an RCA Building, penn-savadur ar Rockefeller Center.
Unnek labourer zo o tijuniñ, azezet war un treust 240 m a-us al leur hep tamm surentez. D'an 20 a viz Gwengolo eo bet tapet ar poltred hag embannet d'ar Sul 2 a viz Here en New York Herald Tribune .